Kulhwch hag Olwen

Kulhwch hag Olwen e lez Ysbaddaden

Kulhwch hag Olwen, pe Culhwch ac Olwen hervez doare ar c'hembraeg, zo unan eus koshañ danevelloù ar Mabinogi. Miret eo e Llyfr Gwyn Rhydderch (skrivet war-dro 1325) ha Llyfr Coch Hergest (war-dro 1400). Lakaet e voe gant Charlotte Guest e-touez an 11 danevell a vodas en he levr The Mabinogion.

Unan eus oberennoù meur lennegezh kembraek ar Grennamzer eo. Unan eus ar skridoù koshañ a ra anv eus ar Roue Arzhur hag e varc'heien eo ivez. Disheñvel eo an Arzhur kembraek diouzh hini gallek Chrétien de Troyes avat. Amañ eo ur brezelour brezhon, denel ha bresk, kentoc'h eget ur roue kristen kourtes faltaziet gant Jafrez Menoe. Dont a ra eus mojennoù brezhon, hep levezon diavaez ebet, goude ma kaver meneg eus tud a Vreizh Vihan, ha betek eus Gwilherm an Alouber.

Diouzh ar yezh e kav da lod e vije bet savet war-dro an XIvet kantved. Da neuze e vije ar skrid arzhurian kentañ hag unan eus skridoù koshañ Kembre. Evit anv ar gontadenn n'eus ket anezhañ en dornskridoù.
E-touez an arroudoù heverkañ e vez meneget deskrivadur Culhwch war e varc'h, a oa bet adkemeret gant Araith Wgon er XVIvet kantved, hag er XVIIvet e barzhonegoù awenet gant an danevell. Un arroud brudet all eo hini an emgann gant an hoc'h-gouez Twrch Trwyth. A-hend-all eo ret menegiñ dibun anvioù servijourien ar roue Arzhur.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search